7 × 57 mm Mauser
| 7 × 57 mm Mauser | |
|---|---|
Ur gartouchenn 7 × 57 mm Mauser (a-gleiz) ha div gartouchenn 7,92 × 57 mm Mauser (a-zehou). | |
| Doare | |
| Doare douilhez | kreuzenn, boutailh stumm deveret gant ur bourled anvet 7 × 57 mm R |
| Doare skeiñ | e-kreiz |
| Bro orin | |
| Bloavezh krouidigezh | 1892 |
| Muzulioù | |
| Ø bannadell | 8,22 mm |
| Ø trogleuziñ | 6,98 mm |
| Ø kolier | 8,25 mm |
| Ø skoaz | 10,92 mm |
| Ø korf an douilhez | 12,01 mm |
| Ø strad | 12,10 mm |
| Tevder ar strad | 1,15 mm |
| Hirder an douilhez | 57 mm |
| Hirder ar gartouchenn | 78 mm |
| Perzhioù all | |
| Pouez ar vannadell | 8 - 11,2 g |
| Tizh ar boled V0 | 700 - 900 m/s |
| Energiezh ar vannadell | 2 746 - 3 360 J |
| Emors | LR |
| Lezenn | |
| Rummad e Bro-C'hall | C |
Ar 7 × 57 mm Mauser, anvet a-wechoù 7 mm Mauser, a zo ur munision ijinet gant an alaman Paul Mauser evit e fuzuilh Modell 1893 e 1892[1].
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar 7 × 57 mm Mauser a zo e-touez ar rummad kartouchennoù kentañ karget gant poult divoged, evel an 8 mm Lebel gall. Savet e oa bet gant Paul Mauser evit ar fuzuilhoù-morailh Gewehr 93. Spagn eo ar vro gentañ a zibabas an arm nevez hag e vunision e 1893. Implijout a reas anezhe e 1898 da vare ar brezel a-enep ar Stadoù-Unanet, ha diskouez a reas bezañ efedusoc'h evit an .30-40 Krag implijet er fuzuilhoù stadunanat Krag-Jørgensen[2].
Goude-se e voe dibabet ar munision gant armeoù Serbia, Mec'hiko ha kalz broioù deus Suamerika. Produet e voe er Rouantelezh-Unanet dindan an anv .275 Rigby. Poblek e voe ar gartouchenn evit chaseal loened bras Afrika[2]. Aet eo ar 7 × 57 mm diwar implij en armeoù goude an Eil Brezel-bed, met produet e vez c'hoazh hiziv-an-deiz gant an embregerezhioù munisionoù brasañ evit ezhommoù ar chaseourien[1].
Ur stumm dezhañ ur bourled a zo anezhañ (7 × 57 mm R), evit ar fuzuilhoù drilling. Izeloc'h eo he gwask degemeret (3 000 bar)[3].
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) Taolenn ar munision war lec'hienn ar CIP
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1 2 (en) POPENKER Max R., Ammunition (cartridges) for rifles and machine guns (diellet), war Modern Firearms (lennet d'an 13/09/2024)
- 1 2 (en) HAWKS Chuck, The 7x57 Mauser (.275 Rigby), war lec'hienn an aozer (lennet d'an 13/09/2024)
- ↑ (fr) MALFATTI René, Manuel de Rechargement N°6, Crépin-Leblond, 2004, ISBN 2-7030-0235-1, p. 119