Mont d’an endalc’had

Bignez

Eus Wikipedia
Bignez
Image
Iskevrennad eusmeuz, fritter Kemmañ
Anv er yezh orinBeignet Kemmañ
Bro orinFrañs Kemmañ
Danvez implijetpowdered sugar, toaz Kemmañ

Bignez zo kouignoù graet gant bas fritet en eoul. Gallout a reont bezañ sukret pe sall. Ul lip-e-bav aes d'ober eo, setu perak e vezont kavet e kalz broioù.

Gant bleud, vioù hag eoul pe amann e vez graet ar bas. Bier a vez lakaet ivez e broioù zo. Ront int peurliesañ, e stumm ur walenn a-wechoù, gant un toull e-kreiz eta, evel an donut amerikan.

Ijinet e voe ar bignez gant ar Gelted kozh. En Europa kristen e veze fardet bignez da Veurlarjez, an deiz a-raok koraiz.

Bignez sukret

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gant sukr pe gaotigell e vez gwarniset ar bignez boas. E-barzh pe war ar gorre e c'haller lakaat ar gwarnisadur-se. Frouezh (avaloù...), toaz chokolad da ledañ, mel pe a bep seurt diennoù zo doareoù all da fichañ anezho.

Bignez Bro-Dreger zo brudet e Breizh.

Image
Un donut amerikan goloet e c'horre gant sukr roz.
Image
Bignez boas kavet en Europa, gant kaotigell e-barzh.

Lakaet e vez legumaj (kourjetez, onion...).

Talvoudegezh vezhurel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez taolenn vezhurel "Ajañs Frañs surentez yec'hedel ar boued, an endro hag al labour" e 2013 e talv 100 g a vignez plaen kement ha 400 kcal energiezh degaset gant 6,3 g protein, 22,1 g lipid ha 42,8 g glukid (13,7 g sukr gant ar glukid)[1].

N'eo ket yac'h debriñ bignez, kalz sukr ha kaloriennoù o deus.