Bundeswehr
| Deiziad krouiñ | 12 Du 1955 |
|---|---|
| Anv er yezh orin | Bundeswehr |
| Anv berr | Bw |
| Diellaouet gant | Federal Archives-Military Archives |
| Bro | Alamagn |
| Aotrouniezh | Bundestag, Federal Ministry of Defence of Germany |
| Ezel eus | TÜV-Verband e. V. |
| Furm lezennel | Körperschaft des öffentlichen Rechts |
| Sez sokial | Bonn, Berlin |
| Foundational text | Paris Agreements, Q2298601, Q89412604 |
| Raklec'hiet gant | Wehrmacht |
| Erlec'hiañ a ra | Wehrmacht |
| Darvoud-alc'hwez | Q1979232 |
| Prizioù resevet | BigBrotherAwards |
| Lec'hienn ofisiel | https://www.bundeswehr.de/de, https://www.bundeswehr.de/en |
| Banniel (deskrivadur) | Truppenfahne der Bundeswehr |
| Dezverket dre | Feldpost (Bundeswehr), branch of service of the Bundeswehr |
| A implij | BwMessenger |
| Renet gant | Federal Ministry of Defence of Germany |
| Kod plakenn varilh | Y |
Ar Bundeswehr (alamaneg evit "Nerzh difenn kevreadel") eo arme Alamagn. Savet e oa bet e 1955. Unanet eo holl nerzhioù armet Alamagn er Bundeswehr, gant an tirlu (Heer), ar morlu (Marine), an aerlu (Luftwaffe) hag un nebeud organoù all evel ar Streitkräftebasis (kempenn ha dafariñ) hag ar Zentraler Sanitätsdienst (servijoù yec'hed).
Enframmet eo ar Bundeswehr e nerzhioù an AFNA.
O kreskiñ emañ an niver a soudarded oberiant er Bundeswehr : 186 700 e oant e 2026 (176 752 e 2015). 40 000 soudard a oa en adarme e 2014(Daveoù a vank). 200 000 a zo gortozet a-benn 2035[1]. Mont a ra war war gresk lodenn ar PDK postet evit an arme en Alamagn : 2,12 % e 2024, pa oa 1,19 % e 2014. Raktreset eo postiñ 3% da nebeutañ a-benn 2029[2], kement-mañ evit doujañ ouzh palioù AFNA hag evit talañ ouzh gourdrouz Rusia en Europa[3]. 108,2 miliard a euroioù eo budjed hollek ar Bundeswehr evit 2026[4].
- Logo ar Bundeswehr.
- Soudarded ar Bundeswehr doare Panzergrenadier.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An anv Bundeswehr a oa bet implijet evit ar wech kentañ ha kinniget gant ar jeneral eus ar Wehrmacht ha politikour frankizour Hasso von Manteuffel. Ar groaz houarn eo an ardamez ofisiel, un arouez a zo bet implijet a-bell gant nerzhioù al lu alaman.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (de) Lec'hienn ofisiel
- (de) (en) (fr) Lec'hienn ministrerezh an Difenn
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) Laurent Lagneau, Selon son chef d’état-major, l’armée allemande doit recruter 100 000 militaires supplémentaires d’ici 2035, Opex 360, 15/09/2025 (lennet d'an 09/10/2026)
- ↑ (fr) Joseph Henrotin, Europe, an 4. Du difficile retour aux rationalités stratégiques, e DSI Hors-Série n°103, 2025, ISSN 1960-1514, p. 10
- ↑ (fr) L’armée allemande atteint son effectif le plus élevé depuis près de 13 ans, Business AM, 19/08/2026 (lennet d'an 09/10/2026)
- ↑ (de) Deutschland investiert in Verteidigung und stärkt das Bündnis, Bundesministerium der Verteidigung 26/11/2025 (lennet d'an 09/10/2026)
