Charb
Neuz
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.

Charb, pe Stéphane Charbonnier hervez e anv gwir, a oa un treser ha kazetenner gall, ganet d'an 21 a viz Eost 1967 e Conflans-Sainte-Honorine (Yvelines) ha drouklazhet d'ar 7 a viz Genver 2015 e Pariz, e-pad ar gwalldaol e burevioù Charlie Hebdo. Rener an embann Charlie Hebdo e oa pa oa lazhet. Tresañ a rae e-barzh L'Humanité ivez.
Politikerezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Charb a harpe ar PCF[1]. E 2009 ha 2010 e c'halvas da votiñ evit ar Front de gauche. En e obidoù e Pontoise, d'ar 16 a viz Genver 2015, e voe prezegennoù gant Jean-Luc Mélenchon ha Pierre Laurent, rener ar PCF.
Buhez prevez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un tenner sport e oa Charb. A-raok e vuntr en doa goulennet ar gwir da zougen un arm evit en em wareziñ e-unan, ar pezh a oa bet nac'het gant ar bennadurezh vroadel[2].
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ https://web.archive.org/web/20150814200622/http://ecrans.liberation.fr/ecrans/2009/05/20/charlie-en-jeune_558987
- ↑ (fr) DELESALLE Nicolas, Antonio Fischetti : “Bien sûr, on s'engueulait, à 'Charlie'”, Telerama, 16/01/2015
