Mont d’an endalc’had

Gwallreuz naturel

Eus Wikipedia
gwallzarvoud naturel
Image
failure mode, doare gwallzarvoud
Iskevrennad eusgwallreuz, natural phenomenon, riskl naturel, risk source, environmental disturbance Kemmañ
Abeg pennañhazard, tommadur ar blanedenn Kemmañ
Efedlabez, State of Natural Disaster, property damage Kemmañ
Diskouezadur eusriskl naturel Kemmañ
Relates to sustainable development goal, target or indicatorTarget 11.5 of the Sustainable Development Goals, Target 1.5 of the Sustainable Development Goals Kemmañ
Meret, sioulaet gantdiarbennañ e-tal ur gwallreuz Kemmañ
Roll elfennoùlist of natural disasters by death toll Kemmañ

Ur Gwallreuz naturel a vez graet eus ur gwallzarvoud gant abegoù naturel ha gant un disoc'h fall evit kevredigezhioù denel. Meur a zoare gwallzarvoudoù naturel a zo evel diruilhadoù, sec'hor, krenoù-douar, dour-beuz, amzer c'hor, riskloù douar, kelc'hwidennoù trovanel, tanoù-gwall pe dislonkadennoù menezioù-tan. Ouzhpenn ar re-se e c'hall bezañ ivez eus korventennoù erc'h, korventennoù traezh, korventennoù tan, grizilh, riell, dolinoù, arnev, avelioù-tro ha tsunamioù. Ur gwallreuz naturel a c'hell bezañ abeg da zistrujoù savadurioù denel betek kolloù buhez. Abeg e c'hell bezañ ivez da golloù ekonomikel, liammet ouzh braster ar gwallreuz. An distrujoù ha disoc'hoù fall a vez liammet ouzh penaos eo prientet an dud da dalañ ouzh gwallreuzioù, pegen solut eo ar savadurioù, hentoù ha frammoù all (pontoù...) el lec'hioù tizhet. Lod skiantourien a embann e vefe mat paouez da implij an droienn "gwalldaol/gwallreuz naturel". Gwelloc'h e vije hervezo ober gant an doare simpl "gwallreuz". Ne vije nemet ouzhpennañ mammenn ar gwallreuz. Ur gwallreuz a erru pa vez un ober naturel dreistordinal (a-wechoù gant un orin denel kemmesket) o tizhout ur gumuniezh denel. An disoc'hoù hag ar c'hrevusted anezho zo liammet ouzh ledander an darvoud ha kizidigezh ar c'hevredigezhioù tapet.

Dielfennadenn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gwallreuz naturel a vez graet eus un darvoud gant ur skog uhel war ur gevredigezh pe ur gumuniezh denel goude un taol-fall gant un abeg naturel.