Snider-Enfield
| Snider-Enfield | |
|---|---|
Ur fuzuilh Snider-Enfield |
|
| Kinnig | |
| Bro | |
| Doare | Fuzuilh un-tenn |
| Mont en-dro | Morailhañ dre ur gulasenn wintus, skeiñ dre ur spilhenn |
| Munisionoù | .577 Snider |
| Produer | RSAF Enfield |
| Mare produiñ | 1866 - bloavezhioù 1880 |
| Niver produet | War-dro 870.000 |
| Mare implij | 1866-1901 (Rouantelezh-Unanet) |
| Perzhioù teknikel (stumm kentañ) | |
| Mas | 3,8 kg |
| Hirder | 1.250 mm |
| Hirder ar c'hanol | 838 mm |
| Tizh mont e-maez ar boledoù | 381 m/s (gant poultr du) |
| Lusk-tennañ | Hervez an tenner, peurliesañ war-dro 10 tenn/mn |
| Hed-tenn efedus | 550 m |
| Hed-tenn d'ar muiañ | 1.800 m |
| Adstummoù | Long Rifle, Short Rifle, Engineer's Carbine, Cavalry Carbine, Artillery Carbine, Yeomanry Carbine, Naval Rifle, Royal Irish Constabulary Carbine |
| Lezenn | |
| Rummad e Bro-C'hall | D |
Ar Snider-Enfield zo ur rummad fuzuilhoù un-tenn reolius er British Army eus 1866 betek dibenn an XIXvet kantved.
Istor ha mont en-dro
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E deroù ar bloavezhioù 1860 e tivizas an arme vreizhveuriat treuzfurmiñ he mouskedoù standart Pattern 1853 Enfield karget dre o beg evit gellet implijout enne kartouchennoù metalek. Dre se e c'halle he soudarded kaout ul lusk-tennañ uheloc'h war an tachennoù emgann. Evit en ober e voe implijet un ijinadenn breouet gant ar Stadunanad Jacob Snider e 1862[1], anezhi ur gulasenn hag a c'halle bezañ lakaet e plas ar platinennoù-kailhastr kozh, en ur zegas un nebeud kemmoù da elfennoù all evel ar c'hi.
An arm nevez a ziskouezas bezañ pemp gwech uheloc'h e lusk-tennañ evit hini an Enfield 1853. Tennañ a rae ar c'hartouchennoù .577 Snider karget gant poultr du hag ijinet evitañ. E gulasenn a veze digoret en ur wintañ al lodenn a-us[2]. Ur wech tennet, abalamour ne oa kraban pe distrinker ebet er fuzuilh, e ranke ar soudard gwintañ e arm war ar c'hostez evit lakaat an douilhez da gouezhañ.
Kemeret e voe he flas er British Army gant ar fuzuilh Martini-Henry adalek 1871. War-dro 870.000 skouerenn anezhi hag eus he adstummoù a voe produet en holl gant an RSAF Enfield.
Liamm diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) British Patent A.D. 1862, 21st June. No 1828. Breech-loading Fire-arms., in English Patents of Inventions, Specifications: 1862 (Nos 1786 - 1851) (lennet d'an 18/08/2025)
- ↑ (fr) McNAB Chris, Armes à feu Encyclopédie Visuelle, L'Imprévu, 2022, pp. 118-119