Mont d’an endalc’had

Talva

Eus Wikipedia
talva
Image
Iskevrennad eusharz Kemmañ
Arvezbrezel Kemmañ

Un talva [1] zo un termenadur milourel evit ober anv eus al lec'h(ioù) tostañ a vez war un dachenn-emgann a engouestl nerzhioù armet gant soudarded ha dafar. Implijet e vez dreist-holl pa vez kaoz eus tirluioù. Pa vez un talbenn (unan savet a-ratozh pe get) etre nerzhioù enebet, an talva eo an takad lec'h ma vez an tuioù engouestlet o stourm. Alies en istor eo bet ar pennoù brezel, ar c'homandanted arme o stourm en talva, pe dre choaz, pe dre ma oa an aozadurioù soudarded o kouezhañ hag e oant bet tapet. Gellout a rae bezañ ur riskl kemeret a-ratozh gant ar pennoù brezel da vezañ en talva, reiñ a rae kalon d'ar soudarded hag ouzhpenn-se e oa aesaet reiñ an urzhioù hervez endroadur an emgann. Enebet eo an talbenn gant an talva ouzh an adreñv, hag a zo ul lec'h er-maez eus an dachenn-emgann rik.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]