Mont d’an endalc’had

Trede-urzh

Eus Wikipedia
Trede-urzh
Teir urzh ar gevredigezh
Iskevrennad eusklas sokial, teir urzh ar gevredigezh Kemmañ
Image
Aozadur kevredigezh ar Renad kozh

Trede-urzh pe Trede-stad (galleg: Tiers état) a oa an anv roet e-pad ar Renad kozh e Bro-C'hall da gannaded ar c'hêrioù, bourc'hizien anezho, en emvodoù ar Stadoù Meur. Stadoù ar proviñsoù pe ar Stadoù hollek a oa bodadegoù liammet ouzh an tailhoù nemetken, goulennet e veze ganto votiñ an tailhoù ha choaz e pelec'h e vefent dasparzhet hervez an didroc'hioù melestradurel. Tri doare kannaded a oa hervez o orinoù en didroc'hioù tailhoù suj d'un domani a c'helle bezañ eus unan eus an teir urzh : kloer, lik pe trede (all), a dalveze d'ar c'hêrioù a oa aotreet d'ober gant ar justis uhel o unan.

E darn eus ar c'hêrioù-se evel Tolosa da skouer, an aotrouniezh kontelezh a oa perc'hennet gant ar gêr, ar garg a aotrou maer a oa neuze unan evit an noblañs pe o tegas noblañs.

Kontrol d'ar pezh a voe skrivet en istor an istor adal 1789, gant embann ar flemmskrid brudet Qu'est-ce que le Tiers État ? gant Emmanuel-Joseph Sieyès, ar gannaded ne oant ket kannaded o urzh dre ret: re an noblañs evit an noblañs, re ar gloer evit an dud a iliz, ha re an Trede-urzh evit ar bobl. E-liamm e oa o garg hervez an didroc'hañ melestradurel.

Ur wech divizet sammad an tailhoù e oa ret dasparzhañ anezho war an holl proviñsoù, généralités, goude-se war ar parrezioù, hag evit echuiñ war pep tan (ti lojañ). Ne oa ket eus un dasparz an tailhoù etre an urzhioù, dre an dreistgwirioù re an noblañs hag ar gloer ne baeent ket tailhoù lakaet e oa war-raok ne oant ket labourerien e bedoù a c'houneze arc'hant.

Mammenn an Trede-Stad zo da glask e-kostez an didroc'hañ eus ar gevredigezh a lakae anezho da vezañ « ar re a labour » (laboratores), ar pezh a oa bet lakaet war-raok gant labourioù Georges Dumézil war didroc'hañ e tri urzh ar gevredigezh indezeuropat. Georges Duby a gadarnas se dre e labourioù war an tri urzh. Aozadur gladdalc'hel kevredigezh ar Grennamzer e teir urzh a oa ganet gant Adalbéron de Laon.