Varmint
Neuz

An termen varmint (diwar ar ger saoznek stadunanat evit "noazus", "astuz") a ra dave da armoù-skoaz savet evit bezañ efedus a-enep al loened drastus, ha dreist-holl bronneged bihan : razhed, lapined ha lern da skouer, ha koioted ha moreganed e Norzhamerika. Abalamour d'al loened-mañ bezañ prim o tec'hout, ha gouest da santout un dañjer a-bell, ar c'harabinennoù varmint o deus perzhioù ispisial[1]. Armoù-tan int peurliesañ, met armoù dre aer gwasket varmint a gaver ivez.
Perzhioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Abalamour d'al loened chaseet bezañ bihan e vez kambret an armoù varmint evit kalibroù bihan ivez, war-dro .22 meutad (5,56 mm) : .17 HMR, .22 Long Rifle, .22 WMR, .22 Hornet pe .223 Remington da skouer.
- Ur c'hanol ponner distag diouzh fust an arm, ha na dommo ket ken buan pa vo ezhomm da dennañ meur a wech diouzh renk.
- Un daoubez.
- Ul lunedenn c'halloudus, pa rank ar chaseourien chom pell diouzh loened disfizius hag aonik.
- Ar braz eus an armoù varmint zo karabinennoù-morailh. Armoù dre aer gwasket a c'hall bezañ implijet en endroioù kêrel, evit abegoù surentez ha/pe lezenn.
Ar CZ 457 hag an Tikka T1 zo skouerioù karabinennoù europat a-vremañ dezhe stummoù varmint.
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) HAWKS Chuck, Varmint Rifles (lennet d'an 02/02/2026)