Mont d’an endalc’had

Palau

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Republik Palau)
Republic of Palau
Beluu er a Belau
Image
Inizi maen-raz Palau
Image
Image
Banniel Siell

Kan broadel
Belau rekid – "Hor Palau"
Melestradur
StatudRepublik ezel ouzh ABU hervez ur feur-emglev dizalc'h gant SUA (1994)
Dizalc'hiezh• Disklêriet : 18/07/1947
Bonreizh : 02/04/1979
• Anzavet : 01/10/1994

PrezidantSurangel Whipps Jr. (2021)
BesprezidantRaynold Oilouch (2025)
Lezennerezh
• Kambr izelañ
• K. uhelañ

Kambr ar Gannaded
Sened

Kêr-bennNgerulmud (2006)
Yezhoù ofisielPalaueg, japaneg, saozneg
Yezhoù anzavetSonsoroleg, tobieg
Gwerzhid-eurUTC+9
Pellgomz+680
Kod ISO 3166 PW
Kod Internet .pw
Douaroniezh
7°30'00" N 134°01'0" R
Image
Kêr vrasañKoror
Gorread• Hollek : 459 km²
• Douar : ~100%
• Dour : ~0%
Poblañs16 766 den (2021)
Stankter36,52 zen/km²
Armerzh (2024)
MoneizDollar SUA (US$)
KBK (KBP)US$ 308 milion
KBK dre zenUS$ 18 209
FDD0,786 (84vet er bed)
Pellgehenterezhioù
Kod ISO 3166PW
Kod pellgomz+680
Kod Internet.pw
Lec'hiennpalaugov.pw


Image

Palau e anv etrebroadel, Belau ([bə.lɑʊ]) e palaueg, ent-hir Beluu er a Belau e palaueg (yezh ofisiel)[1] ha Republic of Palau e saozneg (yezh ofisiel ivez), zo ur Stad er Meurvor Habask.
Un enezeg eo, enni un 340 enezenn bennak, lec'hiet e penn kornogel pellañ Mikronezia, nebeutoc'h eget 3 200 km er su da Japan, 6 138 km er gevred da India, 643 km en norzh da Papoua Ginea-Nevez, 1 528 km er gevred da Filipinez ha 1 336 km er gevred da Enez Guam.

Unan eus Stadoù bihanañ ha nevesañ ar bed eo Palau, pa ne zeuas da vezañ dizalc'h diouzh SUA nemet e 1994.
Da 13 766 a dud e save poblañ Palau da geñver ar renabl diwezhañ, e 2021[2].

Kokor, ar gêr vrasañ, e oa kêr-benn ar Stad a-raok 2006, ar bloaz ma voe lakaet Ngerulmud da gêr-benn nevez[3].

C'hwezek Stad a ya d'ober ar vro, gant pep a Guzul, ha kalz a lec'h dezho da aozañ o reolennoù hag o bonreizh.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.