Degemer
Wikipedia
an holloueziadur digor ha frank, savet gant an holl.
Pennad ar miz

poltred gant Justus Sustermans
Galileo Galilei a oa ur matematikour, fizikour ha steredoniour, a voe pouezus e labour evit istor ar brederouriezh.
Ganet e oa Galileo Galilei e Pisa d’ar 15 a viz C’hwevrer 1564, en ur familh nobl a orin, hogen ne oa ket pinvidik. Mab e oa da Vincenzo Galilei, soner ha sonaozer eus Firenze, ha Giulia Ammannati. Un deskadurezh klasel a dapas o mab Galileo gant menec’h manati Vallombrosana, e-kichen Firenze. Deskiñ a reas seniñ er skol-se ha studiañ a reas gregach ha latin.
E 1581 e voe kaset gant e dad da studiañ medisinerezh da skol-veur Pisa. Met ur bern traoù a oa ha ne zedennent ket kaer Galileo eno, ha gwelet a reas er c’hontrol e plije dezhañ ar matematik hag ar fizik. N’echuas ket e studioù medisinerezh ha kregiñ a reas da studiañ matematik gant Ostilio Ricci, ur matematikour italian ha ne ouzer ket kalz a dra diwar e benn. E 1583 e verzas Galileo e oa keit-ha-keit lusk-dilusk momederioù hag a oa disheñvel o fouez. Deskiñ tresañ a reas ivez. E 1589 e voe anvet da gelenn matematik e skol-veur Pisa.
Galileo Galilei a selle ouzh an anadennoù fizikel en-dro dezhañ, met sevel taolioù-arnod a ouezas ober ivez. Gant e gavadennoù e lakaas en arvar ar skeudenn eus ar bed a oa betek neuze gant skiantourien Europa. Sellet a reer outañ evel unan eus diazezerien ar fizik modern.
Keleier

- 1añ a viz Du : dont a ra an Italian Kimi Antonelli (skeudenn) da vezañ kampion ar bed yaouankañ Formulenn 1 goude Priz Meur Mec'hiko, d'an oad a 20 vloaz.
- 1añ a viz Du : mont a ra ar maout gant Iliana Iotova e dilennadegoù ar prezidant e Bulgaria.
- 28 a viz Here : 70 den zo lazhet en ur gwallzarvoud etre daou dren e proviñs Toledo, e Spagn.
- 25 a viz Here : e dilennadeg kannaded Serbia eo trec'het Aleksandar Vučić hag e strollad SNS gant listenn ar studierien.
- 25 a viz Here : Luiz Inácio Lula da Silva zo dilennet da brezidant Brazil e-tal Flávio Bolsonaro.
- 23 a viz Here : fuzuilhadenn a-yoc'h e Trappes ha La Verrière, lazhet ez eus un den ha gloazet pemp den all.
- 22 a viz Here : ar priz Sac'harov zo deroet gant Parlamant Europa d'al Lez-kastizañ Etrebroadel.
- 20 a viz Here : anvet eo Luca Niculescu da gentañ ministr gant parlamant Roumania.
- 17 a viz Here : manifestadegoù un tamm e pep lec'h e Breizh hag e Bro-C'hall. Kalz savadurioù publik ha stalioù-kenwerzh a zo dizalbadet pe distrujet.
- 11 a viz Here : taget eo aerborzh ar Roue Khalid e Riyadh gant an Houthied, lazhet ez eus 12 den ha gloazet un 300 bennak.
A-zivout ar Wiki
- Evit kaozeal diwar-benn kement tra a denn d'ar Wikipedia brezhonek, kit bep an amzer d'ober un dro betek Tavarn ar wikipedourien.
- Taolit ur sell ouzh ar pennadoù nevez-voulc'het gant hor c'henlabourerien ha roit dorn d’o reizhañ, d’o gwellaat, d’o astenn, d’o fonnusaat. Gallout a ra neb a gar degas kemmoù d’ar pennadoù. Sellit ouzh penaos kemmañ ur bajenn, pe c’hoazh ouzh roll ar fazioù stankañ.
- Porched ar gumuniezh: amañ e kavo ar re nevez ar pep retañ da c'houzout
- Roll ar porchedoù: eno e vo kavet pennadoù a bep seurt
Ha gouzout a raec’h ?

- C'hwezek miz a voe ret d'ar sonterez New Horizons evit treuzkas an holl ditouroù dastumet goude he nijadenn e-biou Ploudon.
- Jonathan, ur vaot ramz eus Sechelez (skeudenn), eo al loen bev koshañ a anavezomp : ganet e vije war-dro 1832.
- Abaoe miz Here 2026 ez eus ur monumant d'ar re varv e kumun Lanrigan, e Bro Sant-Maloù.
- Nikola Petrović-Njegoš, priñs Montenegro, zo ganet e Sant-Nikolaz-ar-Pelem.
- Tizh ar gouloù er goullo eo an tizh brasañ zo en Hollved anavezet, hervez relativelezh hollek Albert Einstein : 299 792 458 metr dre eilenn.
- Ronan Huon, an emsaver breton brudet, a oa ganet e Saint-Omer e Pas-de-Calais e 1922.
- Awenet eo bet ar c'hoari sudoku gant ar c'harrez hud moarvat.