Mont d’an endalc’had

Amzer-vremañ (yezhoniezh)

Eus Wikipedia
Amzerioù yezhadurel
AMZER-DREMENET
Strizh
Amstrizh
Amdremened
Peurdremened
Tremened kent
Tremened adkevrennek
Tremened tostañ
Tremened pellañ
Amzer-dec'h
AMZER-VREMAÑ
Amzer-hiziv
AMZER-DA-ZONT
Dazond kent
Amzer-warc'hoazh
AORISTEK
Reizhiad rik
Reizhiad keñveriek

Er yezhoniezh e vez implijet an termen amzer-vremañ evit komz eus un amzer yezhadurel a dalvez da deskrivañ un ober pe un darvoud o c'hoarvezout d'an mare m'emeur o komz en ur reizhiad rik pe c'hoazh d'un mare all m'emeur o komz diwar e benn, lakaet da lakaet da daveenn amzeriañ en ur reizhiad keñveriek.

E meur a yezh indezeuropek e tiforc'her etre an doare-disklêriañ diouzh un tu hag an doare-sujañ diouzh an tu all, kollet an diforc'h-mañ e brezhoneg, da skouer:

  • e galleg: il est (divizout) / qu'il soit (sujañ)
  • e portugaleg: el é (divizout) / que seja (sujañ)
  • en alamaneg: er ist (divizout) / er sei (sujañ)

Yezhoù skouer

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E brezhoneg e c'heller sevel an amzer-dazont hervez an tri doare displegañ boas, da skouer gant ar verb "hadañ"

Bez' e hadan
Bez' e hadez
Bez' e hadØ (eñ/hi)
Bez' e hadomp (rannyezhel: : Bez' e hadfomp)
Bez' e hadit (rannyezhel: : Bez' e hadfoc'h)
Bez' e hadont (rannyezhel: : Bez' e hadfont)
Bez' e hader
  • Displegadur eeun gant ur raganv gour:
Me a hadØ
Te a hadØ
Eñ a hadØ
Hi a hadØ
Ni a hadØ
C'hwi a hadØ
Int a hadØ
  • Gant ar verb-skoazell "ober":
Hadañ a ran
Hadañ a rez
Hadañ a ra (eñ/hi)
Hadañ a raemp
Hadañ a rit
Hadañ a reont
Hadañ a reer

Bez' e c'heller ivez implijout an amzer-da-zont er arvez boas gant sikour ar verb-skoazell "bezañ" ("vezan"...), da skouer :

O hadañ e vezan

Implijet e c'hell bezañ ivez an amzer-vremañ en arvez pad (amzer-vremañ war ober), savet diwar stumm-lec'hiañ ar verb "bezañ" ("emañ"...) mui ar rannig-verb "o", da skouer:

"O hadañ emaon"

Er c'hembraeg lennegel e klotae a-wezhoù un displegadur en amzer-vremañ gant an displegadur en amzer-da-zont, da skouer :

  • darllen ("lenn")
Darllenaf i ("bez' e lennin/lennan")
Darlleni di ("bez' e lenni/lennez")
DarllenØ ef/hi ("bez' e lenno/lenn")
Darllenwn ni ("bez' e lennimp/lennomp")
Darllenwch chwi ("bez' e lennit/lennoc'h")
Darllenant hwy ("bez' e lennint/lennont")

Er c'hembraeg bev avat ec'h implijer un troadell kevrennek diazezet war ar verb bod ("bezañ") displeget en amzer-vremañ (rydw i...) evel verb-skoazell mui ar rannig yn an anv-verb. Kevatel eo an droadell-mañ d'ar arvez pad "bezañ oc'h ober" e brezhoneg, met disheñvel e ster, da skouer :

Rydw i'n darllen ("Lenn a ran", kv. "Emaon o lenn"")
Wyt ti'n darllen? ("Ha lenna rez?", kv. "Emaout o lenn")
Mae e'n darllen ("Lenn a ra", kv. "Emañ (eñ) o lenn")

Dres evel e brezhoneg, e saozneg e tiforc'her etre an amzer-vremañ plaen diouzh un tu hag an amzer-vremañ en arvez pad diouzh an tu all, savet gant ar verb "to be" evel verb-skoazell mui stumm-ober ar verb, da skouer :

I sing ("bez' e kanan) → I am singing ("Emaon o kanañ")

Kollet eo bet hogozik an holl dibennoù evit displegañ ar verboù e saozneg (kv. an alamaneg pelloc'h), o venel nemet merk an trede gour unander "-s", da skouer :

 to walk ("kerzhout")
IwalkØ
youwalkØ
he/she/itwalks
wewalkØ
theywalkØ

En alamaneg e tispleger ar verboù reizh en amzer-vremañ en doare-diskêriañ evel-henn :

 gehensprechenfindenlaufen
ichgehesprechefindelaufe
dugehstsprichstfindestläufst
er/sie/esgehtsprichtfindetläuft
wirgehensprechenfindenlaufen
ihrgehtsprechtfindetlauft
siegehensprechenfindenlaufen

Al latin a implij dibennoù resis evit displegañ ar verboù en amzer. Setu penaos e vez displeget verboù eus pep rummad en doare-divizout.

 plicāredebēredicerecuperescīre
Egoplicōdebeōdīcōcupiōsciō
Tuplicāsdebēsdīciscupisscīs
Is, Ea, Idplicatdebetdicitcupitscit
Nosplicāmusdebēmusdīcimuscupimusscīmus
Vosplicātisdebētisdīcitiscupitisscītis
Ei, Eae, Eaplicantdebentdīcuntcupiuntsciunt

Diwar patrom al latin e oa aet war diorren displegadur ar verboù er yezhoù romanek a-vremañ, da skouer e portugaleg (verboù reizh eus pep rummad).

 acab.arcom.erpart.ir
euacabocomoparto
tuacabascomespartes
ele/ela/vocêacabaØcomeØparteØ
nósacabamoscomemospartimos
vósacabaiscomeispartis
eles/elas/vocêsacabamcomempartem

Implijet e vez ivez gant ar portugaleg an arvez pad, savet e daou doare disheñvel, da skouer:

Estou a cantar = Estou cantando ("Emaon o kanañ")