.220 Swift
| .220 Swift | |
|---|---|
A gleiz da zehou : kartouchennoù .223 Remington - .220 Swift - .308 Winchester | |
| Doare | |
| Doare korf an douilhez | damvourled, boutailh |
| Doare skeiñ | e-kreiz |
| Bro orin | |
| Bloavezh krouidigezh | 1935 |
| Muzulioù | |
| Ø bannadell | 5,7 mm |
| Ø kolier | 6,6 mm |
| Ø skoaz | 10,2 mm |
| Ø korf an douilhez | 11,3 mm |
| Ø strad | 12 mm |
| Hirder an douilhez | 56 mm |
| Hirder ar gartouchenn | 68 mm |
| Pouez ha perzhioù all | |
| Pouez ar vannadell | 3 - 4 g |
| Tizh ar boled V0 | 1 112 - 1 284 m/s |
| Gwask ar gazoù d'ar muiañ | 4 300 bar |
| Energiezh ar vannadell | 2 138 - 2 400 J |
| Emors | LR |
| Lezenn | |
| Rummad e Bro-C'hall | C |
An .220 Swift zo ur gartouchenn armoù-skoaz kinniget e 1935 gant an embregerezh stadunanat Winchester, a glaske ijinañ ur munision er c'halibr .22 uhel-kenañ tizh he boled, evel chaseal loened noazus, doare varmint[1].
Deveret eo an .220 Swift eus ar munision 6 mm Lee Navy. An arm kentañ kambret evitañ e voe ar garabinenn Winchester Model 54[2]. Ar wech kentañ e oa en istor e veze gwerzhet ur gartouchenn a oa tizh he bannadell en tu all da 1 400 fps (1 220 m/s). Winchester a baouezas da ginnig armoù kambret e .220 Swift e 1964, pa grogas da werzhañ an .225 Winchester a oa sañset kemer e blas. He boled zo prim-tre, gant un treizhent plaen a-walc'h. E kornôg Europa e c'hall bezañ implijet evit chaseal bronneged krenn evel al lern hag ar Caprinae[3].
Gwelet ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) Taolenn ar munision war lec'hienn ar CIP
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) La .220 Swift, Le blog du tireur de précision, 22/09/2020 (lennet d'an 08/05/2026)
- ↑ (fr) MALFATTI René, Manuel de Rechargement N°6, Crépin-Leblond, 2004, ISBN 2-7030-0235-1, p. 97
- ↑ (fr) Remington .220 Swift Demi-blindée pointue, Chassons.com (lennet d'an 08/05/2026)