Winchester Model 54
| Winchester Model 54 | |
|---|---|
Ur garabinenn Winchester Model 54 bet perc'hennet gant Charles Lindbergh | |
| Kinnig | |
| Bro | |
| Doare | Karabinenn |
| Mont en-dro | Tennata dre zorn, dre vorailh |
| Munisionoù | |
| Ijiner | Thomas Crossley Johnson |
| Produer | Winchester Repeating Arms Company |
| Mare produiñ | 1925 - 1936 |
| Niver produet | 50 145 |
| Perzhioù teknikel Stumm Standard Grade | |
| Mas | 3,5 kg |
| Hirder ar c'hanol | 610 mm |
| Endalc'h | Karger diabarzh 5 kartouchenn |
| Lezenn | |
| Rummad e Bro-C'hall | C |
Ar Winchester Model 54 zo ur garabinenn-vorailh produet etre 1925 ha 1936 gant an embregerezh stadunanat Winchester.
Istor ha deskrivadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E-pad ar Brezel-bed Kentañ, Winchester en doa produet 2,25 milion a fuzuilhoù Enfield 1917 evit an arme stadunanat, asambles gant Remington. Pa echuas ar brezel e voe nullet ar c'hevratoù produiñ, ha diskenn a reas trum oberererezh an daou embregerezh. Evit kenderc'hel da implijout mekanikoù e labouradegoù, Remington a grogas da broduiñ ar Model 30, un arm diazezet war an Enfield 1917 ha kambret e .30-06 Springfield ivez[1].
Winchester a reas heñvel, en ur broduiñ ar Model 54 adalek 1925. Kambret e oa da gentañ e .30-06 Springfield hag e .270 Winchester, ur c'halibr nevez. Er bloavezhioù war-lerc'h e voe ouzhpennet an .30-30 Winchester (1928) hag an .22 Hornet (1933), e-mesk kalibroù all (7 × 57 mm, 7,65 × 53 mm, 9 × 57 mm, .220 Swift, .250/3000, .257 Roberts)[2]. Doareoù disheñvel eus ar Model 54 a voe ivez, gant kanolioù 20' ha 26', hag azasadurioù evit ar sniperien pe ar sportoù tennañ.
Ne oa ket fall gwerzhioù ar Model 54 betek 1929, met deroù an Enkadenn Veur a ziaesaas an traoù[3]. Ouzhpenn-se, ne oa ket azasaet stumm morailh an arm ouzh al lunedennoù, a groge da vezañ diouzh ar c'hiz d'ar mare-se er Stadoù-Unanet. Ar Model 70 a gemeras he flas e katalog Winchester adalek 1936.
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) Layne SIMPSON, Classic Winchester Model 54 Bolt-Action Rifle: Historical Review, Rifle Shooter, 05/12/2022 (lennet d'ar 06/05/2026)
- ↑ (en) WAHL Paul, Gun trader's guide, Thirteenth Edition, Stoeger, pp. 320-321
- ↑ (en) Layne SIMPSON, The Timeless Winchester Model 54, American Rifleman, 31/01/2022 (lennet d'ar 06/05/2026)