Mont d’an endalc’had

HK 416

Eus Wikipedia
Heckler & Koch HK 416
Image

Heckler & Koch HK 416
Kinnig
Bro Alamagn Alamagn
Doare Fuzuilh-arsailh damaotomatek/aotomatek
Mont en-dro Tennata dre amprest-gazoù, piston
Munision 5,56 × 45 mm NATO
Produer Heckler & Koch
Mare implij Abaoe 2004
Perzhioù teknikel
Mas (hep kartouchenn) 3,120 kg - 3,850 kg hervez an adstummoù
Hirder 709 mm - 1.030 mm hervez an adstummoù
Hirder ar c'hanol 230 mm

Hed-tenn pleustrek 350 m
Tizh mont e-maez ar boledoù 730 m/s
Endalc'h Karger fiñv 30 kartouchenn
Adstummoù HK416 C, HK416 A5, G38, G95 (Alamagn), G95 A1, HK416 F (Frañs), H416 N (Norvegia) ha reoù all
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall A

 An Heckler & Koch HK416 zo ur fuzuilh-arsailh kambret e 5,56 × 45 mm. Krouet e oa bet ha produet e vez gant an embregerezh alaman Heckler & Koch. Diazezet eo he stumm hollek war ar familh fuzuilhoù AR-15, met ober a ra gant ur sistem amprest gazoù deveret eus hini ar G36 ijinet gant Heckler & Koch ivez[1].

Er bloavezhioù 1990, an Nerzhioù Ispisial Delta Force eus arme SUA a genlabouras gant Heckler & Koch evit sevel ur garabinenn nevez e plas an Heckler & Koch MP5 pa gave dezhe e oa re wan ar munision 9 mm implijet enni, hag an M4, re vras herveze[2]. Heckler & Koch a c'hellas tapout skiant diwar raktresoù all kaset da benn gante evel hini G36 ar Bundeswehr, XM8 arme ar Stadoù-Unanet (nullet e 2005) ha programm gwellaat an SA80 A2 evit ar British Army. "Heckler & Koch M4" e oa anv kentañ ar raktres, met dilezet e voe goude klemmoù gant Colt Defense.

Goude amprouennoù e deroù ar bloavezhioù 2000 e cheñchas an Delta Force e fuzuilhoù M4 evit an HK416D e miz Meurzh 2005. Dibabet e voe evel arm standart armeoù Norvegia e 2008 ha Bro-C'hall e 2017[3].

Ur stumm kambret e 7,62 × 51 mm eus an HK 416 a zo bet savet, HK 417 e anv.

Image
Kartenn warni implijerien ofisiel an Heckler & Koch HK416 livet e glas.

Implijerien ofisiel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. ↑ (en) HK 416 war lec'hienn Heckler & Koch, lennet d'an 28/01/2024
  2. ↑ (en) Hervez testeni Larry Vickers, bet ezel eus an Delta Force, 18/11/2020
  3. ↑ (fr) HK 416 F el lodenn Nos armes war defense.gouv.fr (lennet d'ar 27/01/2024)
  4. ↑ (en) PAPPALARDO Joe, Face time with the HK 416 - The gun that killed Bin Laden war PopularMechanics.com, 07/06/2011 (lennet d'an 28/01/2024)
Image  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan Image